ABADENN TAN HA KURUN
Deuit da zizoloiñ istor ar Roue Arzhur hag an Daol Grenn !
Un abadenn skrivet ha leurenniet gant Goulc’han Kervella.
En ur c’hovel emañ ar Mestr Gov o labourat. An hini en deus turgnet ar c’hleze Kaledvoulc’h an hini eo !
« Piv ‘oa ar Roue Arzhur ? » a c’houlenn un toullad mevelien yaouank, korriged anezho.
Ha setu eñ da gontañ an istor bet c’hoarvezet er VIvet kvd, e Breizh-Veur etre Kembre ha Kernev ; ha diwezhatoc’h en Arvorig deuet da vezañ Breizh-Vihan. Kaoter Gundestrup ar Gelted kozh eo emaer o klask ! Ret eo reiñ e nerzh hag e c’halloud en-dro d’ar Roue Arzhur. Evit argas an enebourien hag adsevel Breizh a-nevez etre an daou du eus ar Mor.
Un abadenn tan ha kurun gant tudennoù hag anevaled dreist-naturel, dañsoù, emgannoù…
Da 9eur noz e krogo an abadenn.
Pegement e koust ?
Bugale 7€ (etre 6 ha 15 vloaz)
Priz digresket 12€ (liseidi, studierien, tud nammet, klaskerien labour)
Priz leun 15€
Bilhedoù da brenañ war al lec’hienn internet, e ti an douristed pe war al lec’h, diouzh noz
Abadennoù da zont :
D’ar 7, 8, 9 ha 10 a viz Eost 2025 e Meneham (Kerlouan) da 9eur noz