Ur veaj entanus e bed ar vorlaeron, evit ar re vihan hag ar re vras !
1756. Brezel a zo etre Bro-Frañs ha Bro-Saoz. Savet eo Anna Bergot, un emzivadez yaouank, e bourzh ul lestr spontus gant ur vandennad morlaeron didruez. Ha setu hi paket en un avantur gevrinus, etre aodoù gouez Kerlouan hag Enez-Eusa…
Ur pezh-c’hoari farsus ha lañsus ; seurt istorioù a blij kalz d’ar vugale !
Div abadenn bep merc’her e-pad an hañv : da 3eur30 ha da 5eur30.
juillet 9 @ 15:30
15:30 — 16:45 (1h 15′)
Kerlouan Meneham
Goulc’han Kervella