Hag a-nevez

Dec’h ‘oa bet ur gwallzarvoud
Pezh-c’hoari ar strollad KANTREN
Kinniget eo bet « Dec’h ‘oa bet ur gwallzarvoud », pezh-c’hoari ar Strollad Kantren (diwar oberenn Mark Ravenhill) evit ar wech kentañ d’an 8 a viz Mae 2026 ! E Lannuon, dirak ur mor a dud, evit Gouel loc’hañ an 10vet Redadeg ! Un droiad a vo kaset da benn en diskar-amzer.
MONT E DAREMPRED
strolladkantren@gmail.com

Stajoù c’hoariva evit ar vugale hag ar grennarded
E brezhoneg pe e galleg, etre 6 ha 14 vloaz
Plougerne
E brezhoneg : 10e30-12e | E galleg : 14e-15e30
Lun 6, Meurzh 7, Yaou 9, Gwener 10 a viz Gouere 2026
Dizoloiñ ar c’hoariva ha kaout plijadur e-leizh !
Un doare plijus da labourat er spas, gant e gorf, e vouezh… Bezañ war al leurenn, komz kreñv ha distagañ mat, c’hoari gant ur strollad ha dizoloiñ perzhioù a bep seurt ! Deskiñ ur pezh-c’hoari berr hag a vo c’hoariet dirak an dud (familh, mignoned…).

Mont a raio kuit
Istor un den klañv gant ar c’hleñved Skizofrenia, ur gudenn eus an deiz a hiriv, talvoudus ivez evit ar re yaouank.
Mont a raio kuit a gont istor un den yaouank er bloavezhioù 1990, klañvet trumm diwar ar c’hleñved skizofreni pa oa 18 vloaz hag en em zistrujet seizh vloaz war-lerc’h. Savet diwar un istor gwir, ar pezh-c’hoari fromus-se a c’hellfe sikour an arvesterien yaouank hag o familhoù da gompren gwelloc’h an dud klañv o spered ha darev d’en em zistrujañ. Skrivet ha leurenniet gant Goulc’han Kervella. Sonerezh gant Tangi Le Gall-Carré, soner akordeoñs ha sonaozour.

Lestr an Ankoù
Kerlouan, Meneham – Bep merc’her da 3eur30 ha 5eur30, adalek ar 1añ a viz Gouere, betek ar 26 a viz Eost
Ur veaj entanus e bed ar vorlaeron, evit ar re vihan hag ar re vras !
E 1756 eo savet Anna Bergot, un emzivadez yaouank, e bourzh ul lestr spontus gant ur vandennad morlaeron didruez. Ha setu hi paket en un avantur gevrinus, etre aodoù gouez Kerlouan hag Enez-Eusa…
Ur pezh-c’hoari farsus ha lañsus ; seurt istorioù a blij kalz d’ar vugale !
Abadenn war-vale, e galleg gant un tammig brezhoneg.
Titouroù ha prenañ plasoù : .meneham.bzh














