Mont a raio kuit

KROUADENN 2021

 

« War c’houlenn un tad a familh eo em eus skrivet ar pezh-c’hoari-mañ :
e vab, 18 vloaz, a oa klañvet trumm diwar ar c’hleñved skizofreni. Seizh
vloaz war-lerc’h e oa en em zistrujet. C’hoant en doa an tad e vefe savet ur
pezh-c’hoari diwar an istor trist-se. Evit sikour anezhañ da harpañ ouzh ar
glac’har hag ivez, marteze, ar re yaouank, klañv o spered ha darev d’en
em zistrujañ.
»
Goulc’han Kervella

 

Mont a raio kuit a gont istor un den yaouank er bloavezhioù 1990, klañvet trumm diwar ar c’hleñved skizofreni pa oa 18 vloaz hag en em zistrujet seizh vloaz war-lerc’h. Savet diwar un istor gwir, ar pezh-c’hoari fromus-se a c’hellfe sikour an arvesterien yaouank hag o familhoù da gompren gwelloc’h an dud klañv o spered ha darev d’en em zistrujañ.

 

« Klañv-bras eo ho mab gant e spered ! »
Evel un taol horzh war benn ar Vamm hag an Tad eo komzoù ar medisin. Echuet e studi gant ar Mab, edo o vont da zeskiñ ur vicher. E-pad seizh vloaz e chomo klañv. Dirollet e spered. Klasket en doa deskiñ ur vicher all. Un devezh avat…

Skrivet ha leurenniet gant Goulc’han Kervella.
Sonerezh gant Tangi Le Gall-Carré (Soner akordeoñs ha sonaozour).

Evit gouzout hiroc’h :
– Kronikenn Daniel Doujet – Etrezomp-ni e brezhoneg (221) :
http://www.emglevbroanoriant.bzh/spip.php?article2106
– Podkast Lenn, son ha c’hoari, RCF
https://www.rcf.fr/culture-et-societe/lenn-son-ha-choari?episode=340511
– Podkast Kreizteiz e Breizh, France Bleu Breizh Izel
https://www.francebleu.fr/emissions/kreizteiz-e-breizh/ar-vro-bagan-ar-pezh-c-hoari-mont-ar-raio-kuit-gant-goulc-han-kervella-5251878?fbclid=IwAR2UkKCTsPW6IuhUWRwoSS0PqbL6z14qLEvxSgDSpyyES6qANk570bFHvyE

 

Deiziadoù da zont : 


Deiziadoù da zont :

Deiziadoù tremenet :
Sant-Seo – Sul 10 a viz Meurzh 2024 da 15eur e brezhoneg
Lokournan
Sul 12 a viz Du 2023 da 15eur e brezhoneg
An Oriant  – Sal ar Pevar Avel – Sul 5 a viz Meurzh da 15e30 e brezhoneg
Ploueskad – L’Atelier – Sadorn 11 a viz C’hwevrer da 20e30 e galleg ha Sul 12 a viz C’hwevrer 2023 da 15e e brezhoneg
Plougin – Sal ar gouelioù
Sadorn 18 a viz C’hwevrer da 20e30 e galleg ha Sul 19 a viz C’hwevrer 2023 da 15e e brezhoneg
Plouzeniel – Espace Brocéliande – D’ar sadorn 29 a viz Here 2022 da 20e30 (e galleg)
Plouzeniel – Espace Brocéliande – D’ar sul 30 a viz Here 2022 da 15e (e brezhoneg)

Plouvien – Sal ar Govell – D’ar sadorn 15 a viz Genver 2022 (e galleg)
Plouvien – Sal ar Govell – D’ar sul 16 a viz Genver 2022 (e brezhoneg)
Plougerne – Armorica – D’ar sadorn 29 a viz Genver 2022 (e galleg)
Plougerne – Armorica – D’ar sul 30 a viz Genver 2022 (e brezhoneg)
St RiwalD’ar sadorn 14 a viz Mae 2022 (e galleg)