Enez Al Legumaj

Ur wech e oa un enez vrav e Breizh.

Pinvidik-mor a oa an dud. Douar-mat o doa da labourat. Arc’hant bras a c’hounnezent o werzhañ legumajoù.
Un devezh e voe aloubet an enezenn gant konifled (lapined). Debret al legumaj ha rivinet an dud. Petra ober ? Kinnig mil pezh aour d’an neb a gasfe ar c’honifled kuit. Dont a reas ur sonerez fleüt ha sachañ war-he-lerc’h al loened er-maez eus an enezenn. Setu o legumaj o tiwan adarre hag an dud deuet da vezañ pinvidik en-dro. Ur pennad war-lerc’h setu ar sonerez fleüt o tont war he c’hiz da c’houlenn he gopr…

Deiziadoù da zont : 


Abadennoù da zont :
Plougastell – Mediaoueg – D’ar sadorn 18 a viz Mae da 10e30 (e Galleg) ha da 14e30 (e Brezhoneg)

Abadennoù tremenet :
Landeda – Intron Varia an Aeled – D’ar Sul 14 a viz Eost 2022 (Galleg)
Brest – PL Pilier Rouge – D’ar Gwener 10 a viz Even 2022 (Brezhoneg)
Kommanna – Sal ar Gouelioù – D’al Lun 2 a viz Mae 2022 (Brezhoneg)