Tremenidi an tour-tan

ISTOR ENEZ WERC’H

Abadenn war vale

E 1900 e tremen an istor. Emaer o sevel an tour-tan bras abaoe 1897. Deuet eo Janig ar Gofig – kazetennerez e kelaouenn an Depech – da sellet ouzh al labourioù evit skrivañ ur pennad en he c’hazetenn. Heñchet eo gant Jean Cazes, diwaller an tour-tan bihan abaoe 36 vloaz.
En ur vont dre an enezenn e kont an istor anezhi. Gwelet e vez komedianed o c’hoari an istor-se : ar gouent savet gant breudeur Sant Frañsez anvet Kordennerien er XVvet kantved, labourioù Vauban evit difenn an aochoù a-enep ar saozon, an Dispac’h bras, an tour-tan bihan savet e 1845, labour ar vezhinaerien, ar besketaerien ha dreist-holl al labourioù bras evit sevel an tour-tan bras a vo echu e 1902. Klevet a reomp ivez un diwaller all, Yves Guiriec, o kontañ petra eo labour ha buhez an diwallerien.

Bilhiji da werzhañ  e Ti an Douristed (Bro an Aberioù) 02 98 04 70 93 www.abers-tourisme.com

Deiziadoù da zont : 


Abadennoù da zont :
Enez Werc’h – D’ar Sul 2 a viz Even 2024 da 14eur (galleg)

Abadennoù tremenet :
Enez Werc’h – D’ar Sul 10 a viz Gwengolo 2023 da 14eur (galleg)
Enez Werc’h – D’ar Gwener 29 a viz Gouere 2022 19h (galleg)
Enez Werc’h – D’ar Gwener 26 a viz Eost 2022 17h30 (galleg)

Enez Werc’h – D’ar Gwener 1er a viz Gouere 2022 19h (galleg)
Enez Werc’h – D’ar Gwener 25 a viz Even 2021 18h30 (galleg)
Enez Werc’h – D’ar Merc’her 14 a viz Gouere 2021 19h30 (galleg)
Enez Werc’h – D’ar Yaou 26 a viz Eost 2021 19h (galleg)