Ar Roue Arzhur – Le Roi Arthur

UR PEZH-C’HOARI KROUET E 2023

 

Deuit da zizoloiñ istor ar Roue Arzhur hag an Daol Grenn !
Un abadenn skrivet ha leurenniet gant Goulc’han Kervella.

En ur c’hovel emañ ar Mestr Gov o labourat. An hini en deus turgnet ar c’hleze Kaledvoulc’h an hini eo !

« Piv ‘oa ar Roue Arzhur ? » a c’houlenn un toullad mevelien yaouank, korriged anezho.

Ha setu eñ da gontañ an istor bet c’hoarvezet er VIvet kvd, e Breizh-Veur etre Kembre ha Kernev ; ha diwezhatoc’h en Arvorig deuet da vezañ Breizh-Vihan. Kaoter Gundestrup ar Gelted kozh eo emaer o klask ! Ret eo reiñ e nerzh hag e c’halloud en-dro d’ar Roue Arzhur. Evit argas an enebourien hag adsevel Breizh a-nevez etre an daou du eus ar Mor.

Un abadenn tan ha kurun gant tudennoù hag anevaled dreist-naturel, dañsoù, emgannoù…

 

Abadennoù da zont : 


Abadennoù da zont : 

Plouguerne  – Korejou – Yaou 20 a viz Gouere da 21eur
Plouguerne  – Korejou – Gwener 21 a viz Gouere da 21eur
Plouguerne  – Korejou – Sadorn 22 a viz Gouere da 21eur
Plouguerne  – Korejou – Sul 23 a viz Gouere da 21eur

Kerlouan – Meneham – Yaou 10 a viz Eost da 21eur
Kerlouan – Meneham – Gwener 11 a viz Eost da 21eur
Kerlouan – Meneham – Sadorn 12 a viz Eost da 21eur
Kerlouan – Meneham – Sul 13 a viz Eost da 21eur

Abadennoù tremenet :