War hent Youenn Gwernig

Ur pezh-c’hoari gant kanaouennoù, sonerezh ha video.

  • Skrivet ha leurenniet gant Goulc’han Kervella
  • Sonerezh : Tangi Le Gall-Carré (Boest an Diaoul), Erwan Moal (Gitar)
  • Kan : Tangi Merien, Typhaine Corre, Erwan Billant

Ganet e Skaer e 1925. Kizeller-koad diouzh e vicher. Biniaouer, barzh, skrivagner ha kaner. Etre 1957 ha 1969 emañ o chom e New-York gant e wreg Suzig hag e deir merc’h, Annaig, Gwenola, Mari, kanerezed. Ober a ra anaoudegezh gant Jack Kerouac (Beat Génération).

Distro e Breizh e kan evit ar stourmoù sokial ha sevenadurel. Rener an abadennoù brezhoneg e FR3 Roazhon e 1983. Ur gwir varzh, ur stourmer, laouen, uvel ha digor war ar bed. Un den mat !

Tremen a ra ar pezh-c’hoari en ur studio TV. Emaer oc’h enroll un abadenn diwar-benn buhez hag oberennoù Youenn Gwernig. Pedet eo bet an arvesterien da gemer perzh en abadenn-se.


Deiziadoù da zont

Abadennoù da zont : 

Brest – Mac Orlan – D’ar Yaou 16 a viz Mae 2024 da 8e30 noz

Abadennoù tremenet : 

Plougerne – Sal Armorica – d’an 17 a viz Mae 2019
Landerne – Kann al Loar – d’an 3 a viz Gouere 2019
Kemper – Ti an Holl Penharzh – d’ar 6 a viz Here 2019
Ploudalmézeau – Sal an Arkadia – d’an 13 a viz Here 2019
Ploueskad – ar Stal – d’an 3 a viz Du 2019
Lokournan – Sal an Añfiteatr – d’ar 17 a viz Du 2019
Plouvien – Sal ar Govell – d’an 12 a viz Genver 2020
Plouzeniel – Sal Brekelien – d’an 9 a viz C’hwevrer 2020
Karaez – Sal Glenmor – d’an 11 a viz Meurzh 2020
Roazhon – Ti ar c’hevredigezhioù – d’ar 25 a viz Gwengolo 2020
An Oriant – Sal ar  4 Avel – d’ar 25 a viz Here 2020
Langonned – Sal ar Gouelioù – d’an 03 a viz gouere 2021
Skaer – Sal Youenn Gwernig – d’an 10 a viz Here 2021
Kastell-Paol – Teatr Santez Teresa – d’an 03 a viz Even 2022
Kemper – Gouelioù Kerne – d’ar Yaou 21 a viz Gouere 2022
Douarnenez – D’ar Gwener 7 a viz Here 2022 da 8e30
Gwengamp – Festival Gouel Digor – D’ar Gwener 21 a viz Here 2022 da 8e
Loperc’hed – Sal an Trimaran – D’ar Sul 27 a viz Du 2022 da 3eur
Lesneven – Sal an Arvorig – Gwener 7 a viz Ebrel 2023