UR PEZH-C’HOARI KROUET E 2023
Deuit da zizoloiñ istor ar Roue Arzhur hag an Daol Grenn !
Un abadenn skrivet ha leurenniet gant Goulc’han Kervella.
En ur c’hovel emañ ar Mestr Gov o labourat. An hini en deus turgnet ar c’hleze Kaledvoulc’h an hini eo !
« Piv ‘oa ar Roue Arzhur ? » a c’houlenn un toullad mevelien yaouank, korriged anezho.
Ha setu eñ da gontañ an istor bet c’hoarvezet er VIvet kvd, e Breizh-Veur etre Kembre ha Kernev ; ha diwezhatoc’h en Arvorig deuet da vezañ Breizh-Vihan. Kaoter Gundestrup ar Gelted kozh eo emaer o klask ! Ret eo reiñ e nerzh hag e c’halloud en-dro d’ar Roue Arzhur. Evit argas an enebourien hag adsevel Breizh a-nevez etre an daou du eus ar Mor.
Un abadenn tan ha kurun gant tudennoù hag anevaled dreist-naturel, dañsoù, emgannoù…
Kerlouan Meneham
Goulc’han Kervella