Mont a raio kuit • Un jour, il partira

« Diwar goulenn un tad eo bet skrivet ar pezh-c’hoari-mañ, kollet gantañ e vab abalamour d’ar c’hleñved spered anvet skizofrenia. Kroget a daol-trumm pa oa-eñ oajet a 18 bloaz ha en em lazhet 7 bloaz warlec’h. Soñjal a rae d’an tad e c’hellfe ar pezh-c’hoari-mañ sikourat tud yaouank o c’houzañv ha lakaat an dud da vezañ emskiant eus ar riskloù en em lazhañ gant ar re yaouank . »

Krouerezh ziwezhañ Ar Vro Bagan skrivet ha leurenniet gant Goulc’han Kervella o kaozeal eus skizofrenia un den yaouank o vevañ e Plougerne er bloavezhioù 1990. Savet diwar un istor gwir, ar pezh-c’hoari-se, leun a from a gomz gant eeunded eus an trivlidennoù familh an den yaouank-se, hag gant an dud tost outañ.

« N’eo ket mui ar bugel mousc’hourzhus hag a oa gwechal. Na pegen eurus e oamp, ur bloaz’zo traken. Nag a joa e-touez hor familh. Ne gomprennan ket ar pezh zo c’hoarvezhet. Perak eo treñket an traoù evel-se … »

Marv Erwan, erruet raktal, a lako ur pouez war chouk e zud, dezho da glask sevel en-dro da heul ar prantad poanius-se.

A-hed ar pezh c’hoari, e vo gwelet emdroadur an tudennoù, ar mod ma teuont a benn da drec’hiñ d’ar boan ha sevel en-dro evit dec’hel spi.

février 16 @ 15:00
15:00 — 16:15 (1h 15′)

Plozevet

Goulc’han Kervella

Did you like this? Share it!