Stajoù C’hoariva evit ar vugale hag ar grennarded

Un doare plijus da labourat er spas, gant e gorf, e vouezh… Bezañ war al leurenn, komz kreñv ha distagañ mat, c’hoari gant ur strollad ha dizoloiñ perzhioù a bep seurt ! Deskiñ ur pezh-c’hoari berr hag a vo c’hoariet dirak an dud (familh, mignoned…). Plijadur e-leizh !

Evit ar vugale etre 6 ha 11 vloaz
E brezhoneg adalek 10e30 betek 12e00
E galleg adalek 2e00 betek 3e30 goude merenn

Dedennet oc’h ? Pellgomzit deomp (02 98 04 50 06) pe skrivit deomp (arvrobagan@orange.fr) evit kaout resisadurioù pe evit an enskrivadurioù.

Stajoù da zont : 


EVIT AR VUGALE
Lun 21, Meurzh 22, Yaou 24 ha Gwener 25 a viz Here 2024
E brezhoneg : 10e30-12e / E galleg : 14e-15e30

EVIT AR GRENNARDED
Lun 21, Meurzh 22, ha Yaou 24 a viz Here 2024