C’hoariva er skolioù

C’hoarierien Ar Vro Bagan a zo stummet da ober al labour-se, koulz e brezhoneg hag e galleg.

 

Abaoe meur a vloaz bremañ e za Ar Vro Bagan e-barzh ar skolioù da ober c’hoariva gant ar vugale, e brezhoneg hag e galleg, eus ar skol vamm betek al lise.

Labourat a reomp, da gentañ, gant ar skolaerien pe ar gelennerien war ar raktres c’hoariva ha pedagogel.
Goude dibab ar pezhioù-c’hoari pe skrivañ anezho, ma vez ezhomm, e vezont lennet er skol d’ ar vugale.
Da c’houde mont er skol ha kregiñ gant ar c’hoariva !

Labourat a reomp neuze war ar pezh-c’hoari goude un nebeut c’hoarioù-c’hoariva evit an alan, ar vouezh, ar c’horf, ar santimantoù hag all.
Dibabet ar perzhioù, e vez labouret war al leurenniñ hag an tudennoù. D’ar vugale ivez da ginnig menozioù, laosker an ijin da vont en dro… Roet e vez an testennoù d’ar vugale da zeskiñ, pe er skol pe er gêr.

Un doare mat eo evit labourat war ar yezh, e galleg koulz eget e brezhoneg hag an distagadur.
Meur a wech ez eomp er skol evit labourat ganto. Plijadurus eo gwelet ar vugale lentoc’h o vont da heul ar re all ha gwelet anezho oc’h en em sikour. Neuze avat eo krouet mat ar strollad.

Ar bleustradenn diwezhañ hag an abadenn evit echuiñ dirak ar familhoù gant ul leurenn, ar gouleier, ar c’hinkladur, an dilhad- c’hoariva… Ur gwir abadenn c’hoariva !