Un abadenn diwar-benn an endro, plijus gant sonerezh evit ar vugale azalek 3 bloaz.
War un enezenn vihan ez eus ur pesketaer o chom. Doujañ ha diwall an natur a ra. Un drovezh e pak ul labous bet kouezhet e-touez mazout an Erika. Digemer anezhañ hag e louzaouiñ a ra.
Tamm ha tamm e pare a-drugarez d’ar pesketaer. Hemañ a zesk dezhañ espern madoù an douar ha difenn ar mor diouzh al loustoni, ar saotradur. Pa dremen e dud dreist an enezenn, d’an distro diouzh o goañvezh eo pare da vat. Mont a ra kuit en-dro asambles ganto.
Al labour-skol a c’hello bezañ graet diwar-benn an endro hag an natur.
Un nebeut titouroù :
> Ur pezh-c’hoari skrivet gant Goulc’han Kervella
> Kanaouennoù gant Jakez ar Borgn
> Padout a ra 50 munutenn
> Evit ar vugale etre 3 bloaz ha 12 bloaz
> E galleg (gant un tammig brezhoneg) pe e brezhoneg e c’hell bezañ displeget
> Red eo kaout ul lec’h a 8m hirder, 6m ledander ha 3m uhelder – teñval mat.
Abadennoù da zont :
Abadennoù da zont :
Abadennoù tremenet :
Landeda – Abati an Aelez – D’ar Gwener 14 a viz Eost 2022 (e Galleg)
Plouvien – Salle La Forge – D’ar Sul 11 a viz Kerzu 2022 (e Galleg)