Hag a-nevez

IMG-20250106-WA0000

Kantren

Un avantur c’hoariva digor d’an holl, e brezhoneg !

E Penn-ar-Bed, Aodoù an Arvor, Il-ha-Gwilen : Adalek miz Meurzh 2025 – Betek miz Mae 2026


Ur grouidigezh dibar douget gant 6 kompagnunezh c’hoariva !

Plijout a rafe deoc’h kemer perzh e atalieroù a-bep-seurt diwar-benn ar vouezh, ar c’horf, ar maskl, ar c’han, an dañs… ? Labourat asambles war un destenn ? Pleustriñ ha c’hoari dirak an dud ?
Deomp da foetañ bro holl asambles war hentoù Breizh !

Gant ar raktres Kantren e vo bodet komedian·ezed a-youl-vat eus pep korn a Vreizh evit sevel un abadenn c’hoariva war-vale, e brezhoneg hag a vo c’hoariet adalek Nevez-Amzer 2026. Titouroù hag enskrivadurioù : strolladkantren@gmail.com

_DSF1431

Stajoù c’hoariva evit ar vugale hag ar grennarded

E brezhoneg pe e galleg, etre 6 ha 14 vloaz

Plougerne
Stajoù da zont : e-pad vakañsoù an Hollsent (2025)
E brezhoneg : 10e30-12e
E galleg : 14e-15e30


Dizoloiñ ar c’hoariva ha kaout plijadur e-leizh !

Un doare plijus da labourat er spas, gant e gorf, e vouezh… Bezañ war al leurenn, komz kreñv ha distagañ mat, c’hoari gant ur strollad ha dizoloiñ perzhioù a bep seurt ! Deskiñ ur pezh-c’hoari berr hag a vo c’hoariet dirak an dud (familh, mignoned…).

mont a raio - reizet-29

Mont a raio kuit

Kastellin D’ar meurzh 15 a viz Gouere da 20eur30 e brezhoneg


Istor un den klañv gant ar c’hleñved Skizofrenia, ur gudenn eus an deiz a hiriv, talvoudus ivez evit ar re yaouank.

Mont a raio kuit a gont istor un den yaouank er bloavezhioù 1990, klañvet trumm diwar ar c’hleñved skizofreni pa oa 18 vloaz hag en em zistrujet seizh vloaz war-lerc’h. Savet diwar un istor gwir, ar pezh-c’hoari fromus-se a c’hellfe sikour an arvesterien yaouank hag o familhoù da gompren gwelloc’h an dud klañv o spered ha darev d’en em zistrujañ. Skrivet ha leurenniet gant Goulc’han Kervella. Sonerezh gant Tangi Le Gall-Carré, soner akordeoñs ha sonaozour.

Lestr an ankoù site

Lestr an Ankoù

Kerlouan, Meneham Bep merc’her e-pad an hañv (etre an 09/07 hag ar 27/08) – Da 15eur ha da 17eur


Ur veaj entanus e bed ar vorlaeron, evit ar re vihan hag ar re vras !

E 1756 eo savet Anna Bergot, un emzivadez yaouank, e bourzh ul lestr spontus gant ur vandennad morlaeron didruez. Ha setu hi paket en un avantur gevrinus, etre aodoù gouez Kerlouan hag Enez-Eusa…

Ur pezh-c’hoari farsus ha lañsus ; seurt istorioù a blij kalz d’ar vugale !

Abadenn war-vale, e galleg gant un tammig brezhoneg.
Titouroù ha prenañ plasoù : https://www.cotedeslegendes.bzh/

Logo_commune_Plouguerneau
logo fbbi
Logo Le Saint
tanguy materiaux