Skoazellit ar c’hoariva e Breizh : skoazellit Strollad Ar Vro Bagan !
Abaoe 60 vloaz eo sklaer kefridioù ar Vro Bagan : brudañ ar c’hoariva e brezhoneg hag en div yezh, kizidikaat ar re yaouank ouzh ar yezh hag an arzoù, labourat evit pinvidigezh sevenadurel ha touristel Breizh. Evit kenderc’hel gant an avantur kaer-se ha mont pelloc’h c’hoazh e roomp lañs d’hor c’houlzad skoazell.
Perak sikour ac’hanomp ?
O vezañ skoazeller e sikourit kevredigezh Ar Vro Bagan evit :
- Krouiñ ha skignañ abadennoù e brezhoneg hag en div yezh
- Stourm evit kinnig abadennoù evit an holl hag e pep korn a Vreizh
- Stummañ ha kizidikaat ar re yaouank ouzh ar c’hoariva hag ouzh ar brezhoneg
- Lakaat war-wel ar micherioù arzel e Breizh
- Reiñ lañs d’an douristerezh sevenadurel en hor rannvro
Skoazellañ ha gounit war ar memes tro
Ouzhpenn al levezon sevenadurel, skoazellañ a dalvez ivez :
- Liammañ ho skeudenn ouzh ur raktres talvoudus
- Bezañ anavezet gwelloc’h gant arvesterien dedennet hag entanet
- Digreskiñ an tailhoù
Ho pediñ a reomp da zizoleiñ hon teuliad skoazellañ (da bellgargañ amañ) ha da zont e darempred ganeomp evit gouzout hiroc’h.
Deuit e darempred ganeomp !
arvrobagan3@gmail.com | 02.98.04.50.06
Lakomp c’hoariva Breizh da vevañ, holl asambles !
Gellout a rit ivez reiñ ur sammad arc’hant o klikañ war al liamm-mañ :
https://www.helloasso.com/associations/ar-vro-bagan/formulaires/1
Trugarez vras deoc’h evit ho skoazell ha kenavo !